
- Petra ? N'eo ket posupl ! Met penaos e rinme
? Soñjet 'peus ennon, un tamm ? Ha soñjet
'peus enno ? N'eo ket ur prof d'ober dezho !
Fuloret e oa Gérard Moinot pa oa kelaouet ken
diwezhat. Penaos ober ? Lara, ar baby-sitter ?
Ne c'helle ket, ne veze dieub nemet diouzh noz.
Mont a rae Jude re bell ganti, memestra. An
teirvet gwech e oa dezhi c'hoari an dro-gammse
dezhañ abaoe an hañv.
War ar marc'hadoù ez a Gerard Moinot da
werzhañ e legumaj. Dont a ra da gejañ gant
Leila, ur vaouez gwisket gant ar burka.
Amañ e vo kavet gant al lennerien un istor
hag a laka daou ved disheñvel da dostaat
an eil ouzh egile, evit diskouez ez eus tu en
em glevout pa vez graet strivoù evit kompren
sevenadur ha dibaboù ar re all.
Nous publions uniquement les avis qui respectent les conditions requises. Consultez nos conditions pour les avis.